Ur gerig a-raok...

......Degemer mat d'an holl re a zo en em gavet amañ evit lenn va fajennadoù brezhonek , spi 'm eus ne viot ket chalet gant ar pezh a vo tu deoc'h gwelout amañ!Savet em eus ar pajennoù-mañ evit diskouez d'an holl re a dremeno d'o lenn ez eus peadra da gaout diduamant ha traoù a dalvoudegezh war ar genrouedad, evel war n'eus forzh peseurt levr all pe e-lec'h all ivez, tro-dro deomp...

.......N'on ket ur stourmer evit ar yezh e-giz ma vez gwelet amañ hag ahont e Breizh , disoñjet 'm eus petra a dalvez ar ger-se abaoe pell'zo dija , marteze peogwir on bet un tamm dipitet gant emzalc'h tud 'zo er Vro hag er-maez anezhi , koulskoude e kavan gwelloc'h ganin anzav ez on muioc'h dedennet gant an Hinienn eget gant ar ger Strollad ! D'ur mare pa vez hollc'halloudegezh ar saozneg o ren war an armerzh , an darempredoù etrevroadel hag ar sonerezh zoken ez eo ar brezhoneg evel un neudenn danav gweet e-mesk reoù ar Genrouedad : salv ma tegaso houmañ peadra da livañ an tamm dañvez elektronek-mañ en un doare bravoc'h ha pinvidikoc'h evit ar rummadoù a-vremañ ha dazont... Stourm evit ur yezh "vihan" a c'heller lakaat kichen-ha-kichen gant stourmoù all , da bal dezho lakaat pep hini en e vleud en ul lec'h dereat ha plijus er bed diroll ma vevomp ennañ! Graet eo bet ar pajennoù amañ da heul gant ar soñjenn-se , a-benn ar fin...


...Beaj vat deoc'h-holl neuze ! ...